|
Levr e brezhoneg Rummad : Romant
Skrivagner : Goulc'han Kervella
"Derc'hent-dec'h e oa bet brevet war ar rod ur soner violoñs. Tamallet e oa bet outañ bezañ kroget gant an dañs ha preizherezh ar paper timbr. Divempret eo bet goude ar marv ha staget pep tamm eus e gorf e pevar c'horn kêr Roazhon."
Diwar an darvoud gwirion-se, kontet gant ar varkizez a Sevigne, en deus Goulc'han Kervella ijinet istor Malo ar soner violoñs. E dibenn miz here 1675 e oa. Distro e oa an dug de Chaulnes diouzh e dro Vreizh, torret gantañ emsavadeg ar Bonedoù ruz.
Malo, soner violoñs yaouank, a gemer perzh e taolioù dispac'h Roazhon, e nevezamzer 1675, a-enep tailhoù nevez ar roue Loeiz XIV war ar paper timbr, al listri staen hag ar butun. A-gevret gant e zous Frida, ha daou vignon all, Pêrig hag Anna, e tec'h diouzh ar gêr vras evit mont da gavout Sebastian ar Balp, savet e penn ar Bonedoù ruz e kreiz Breizh...
Embannadur : Here 2019 Golo gwevn 130 pajenn - Mentoù : 11 x 18 cm - Pouez : 120 g. Embanner : Al Lanv ISBN : 978-2-916745-34-3
|
10.50 € TTC Er stok |
|