Serriñ ar prenestr

Divizoù gwerzhañ hollek evit an holl lec'hiennoù meret gant Bzh5 Ltd
www.klask.com

Mellad 1 : Tachenn implij

An divizoù gwerzhañ a dalvez etre an embregerezh BZH5 Ltd ('' ni '') hag ar gourc'hemenner ('' c'hwi ''). Kement diviz degaset ganeoc'h ha na vefe ket diouzh hor re ne vo ket asantet nemet ha diskleriet e vefe bet ganeomp dre skrid e c'hall bezañ lakaet da dalvezout.

Forzh pegoulz e c'hallimp cheñch an divizoù gwerzhañ-mañ gant ma lakaimp ar cheñchamantoù-se war-wel en hol lec'hienn.

Mellad 2 : Gourc'hemennoù

Gouestlañ a reomp degemer ho kourc'hemenn gant ma vo diouzh ar reolennoù gwerzhañ-mañ.

Dalc'hit soñj, mar plij, e vo kaset deoc'h ar pezh hoc'h eus gourc'hemennet gant ma chomo a-walc'h eus an traoù-se ganeomp pe gant hor pourvezerien.

Ma c'hourc'hemennit un dra n'eus ket anezhañ ken ganimp, en desped deomp hag evit ur pennd hepken, e kelaouimp ac'hanoc'h dre bostel hag ho pediñ a raimp pe da nullañ ho kourc'hemenn pe da cheñch anezhañ. Ma n'eus ket ken eus ar pezh hoc'h eus gourc'hemennet, na ganimp na gant hor pourvezerien, e vioc'h kelaouet ivez ha nullet e vo ho kourc'hemenn.

Pa wiriekait ho kourc'hemenn e tiskouezit asantiñ an holl zivizoù (reolennoù) a lennoc'h amañ, gouzout an holl anezho hag asantiñ nac'hañ ober gant divizoù gwerzhañ all degaset ganeoc'h pe gant divizoù kontrol d'hor re-ni. Prenañ a dalv eta kement hag asantiñ hor reolennoù gwerzhañ. Ar wiriekadenn-mañ hag an holl ditouroù enrollet ganimp a yelo d'ober prouenn ar brenadenn.

Mellad 3 : Ar prizioù

Merket e vez ar prizioù en euroioù en ur zerc'hel kont eus an holl daosioù, met hep kontañ ar mizoù-kas hag ar frejoù ober war-dro ho kourc'hemenn. Ganimp e chom ar gwir da cheñch hor prizioù forzh pegoulz met gouestlañ a reomp ober gant ar prizioù a vo bet roet deoc'h da anaout da vare ho kourc'hemenn.

Al levrioù a vez gwerzhet en ur zoujañ da lezenn Lang 81-766 eus an 10 a viz Eost 1981 hag a sell ouzh priz al levrioù hepken. Hervez al lezenn-se ne c'hall ket bezañ disgresket prizioù al levrioù, bet divizet gant an embanner pe an emporzhier, nemet eus 5%, war-bouez an nemedennoù a zo bet dalc'het kont anezhe el lezenn. Ma teufe, en desped dimp, priz al levr da vezañ kresket gant an embanner pe an emporzhier, e kouestlomp ho kelaouiñ a-raok kas anezhañ deoc'h ha reiñ un distaol a 5% deoc'h.

M c'houlennit e vefe kaset ho kourc'hemenn d'ur vro ha na vefe na Breizh na Frañs e c'hall bezañ goulennet ganeoc'h paeañ gwirioù a bep seurt (tremen, esporzhiañ, stad). Deoc'h-c'hwi ha n'eo ket da BZH5 Ltd da baeañ anezhe hag en ho karg ha kiriegezh emañ an diskleriadurioù ha paemantoù a rankit ober da aozadurioù ar broioù ma vo resevet ho kourc'hemennoù. Evit gouzout hiroc'h e aliomp deoc'h goulenn titouroù digant aozadurioù ar broioù-se.

En euroioù e vo paeet an holl c'hourc'hemennoù, ne vern eus pe vro e teuint. Hon holl brizioù a vez termenet en euroioù.

Mellad 4 : Paeañ

Goulennet e vez paeañ kerkent ha gourc'hemennet.Gant kartennoù-bank, chekennoù pe dreuzvankadennoù e c'hller paeañ. Etrebroadel e rank bezañ ar c'hartennoù embannet gant bankoù ha n'int ket diazezet e Bro Frañs. Pellbaeañ gant ur gartenn-vank war ar genrouedad a zo sur ha gwarezet penn-da-benn a-drugarez d'ar reizhiad SSL 5(Secure Socket System) a vez graet gantañ da vont war servijerez Kef Kengredid Breizh (Crédit Mutuel de Bretagne). An titouroù bank (niverenn ar gartenn hag he fadelezh) a vez kaset d'ar bank hepken : kodkuzhet e vezont ha ne c'hallint bezañ lennet keit ha ma vint war ar genrouedad. Ne c'haller ket ober chekennoù nemet hag en euroioù e vefent hag embannet gant bankoù diazezet e frañs pe Monako.

Ar chekennoù a ranko bezañ lakaet war anv BZH5 Ltd ha kaset d'ar chomlec'h amañ dindan :

BZH5 Ltd
Ar Stivell
Gwazhtailhenn

29270 KARAEZ
Breizh - via France - EUROPA

M'ho pez dale evit paeañ e c'hallimp goulenn interejoù diganeoc'h diouzh an taos a vez graet gantañ gant an tiez-kretaat. Ma c'hallfemp diskouez ez eus bet kollet ganimp muioc'h evit na c'hallfe degas seurt digoll, abalamour d'ho tale evit paeañ, neuze hor befe gwir da c'houlenn un digoll a zerefe gwelloc'h.

Mellad 5 : Pourveziñ

Ma vez gourc'hemennet meur a dra zisheñvel war un dro e pado ar gasadenn diouzh an dra hirañ da gas. BZH5 Ltd ne c'hallo ket bezañ lakaet da giriek eus disoc'h pe zisoc'h abalamour d'an dale gant ar gasadenn.

Nemet hag ar c'hontrol a vefe bet divizet ganimp, e vo kaset an traoù d'ar chomlec'h bet roet dimp ganeoc'h da heul ho kourc'hemenn. Adalek ma vo bet kuitet ar stal gant an dra ho po gourc'hemennet e vo kement riskl war ho chouk. Ar c'hasadennoù n'int ket da badout rik-ha-rik keit ha ma vo bet lavaret nemet ha gouestlet hor befe e tegeouezhfe an traoù rik e koulz-mañ-koulz. Ma paeit dre chekenn ne vo graet war-dro ho kourc'hemenn nemet adalek ar mare ma vo degouezhet ha seul ziwezhatoc'h e resevoc'h anezhañ.

Mellad 6 : Kas en-dro ha goulenn bezañ restaolet pe zigollet

An enrolladennoù (kasedigoù klevet, klewelet ha meziantoù) bet boulc'het gant ar prener ne c'hallint ket bezañ kaset en-dro. Pa vint diglok, louzet pe wallaozet gant ar prener ne c'hallo ket an traoù bezañ adkemeret. Gouestlañ a reomp ho tigoll pe ober eskemmoù evit ar produioù na glotfent ket gant ho kourc'hemenn (e stad fall pe na zerefe ket). Ret e vo deoc'h kas keloù deomp eus kement-se kerkent ha resevet ho kourc'hemenn (d'an diwezhatañ dindan an daou zevezh oberet war-lerc'h an deiz m'ho po degemeret anezhañ) en unan eus kement doare zo (postel, pelleilenn, lizher erbedet gant un testeni-degemer). Kasit ho koulennoù ha klemmoù da :

BZH5 Ltd
Ar Stivell
Gwazhtailhenn

29270 KARAEZ
Breizh - via France - EUROPA

War ho lizher klemm e rankit skrivañ anv ha chomlec'h ar prener, niverenn ho fichenn-c'hourc'hemenn, daveennoù ar produ a zo war ar fichenn-se ha perak e klemmit. An holl glemmoù degouezhet re ziwezhat a vo nac'het.

BZH5 Ltd a raio war-dro eskemm pe resteuler ar produ. Ar mizoù-kas ivez a vo restaolet met ne vint ket ouzhpenn ur wezh hanter ar re a vo bet paeet ganimp ar wezh kentañ.

Ne vo asantet kemer en-dro ar produioù bet kaset ganimp dre fazi nemet pa zeuint en-dro klok, en o stad orin (en o fakad ha gant an holl draoù a vo bet kavet ganto) gant un eilenn eus ar fakturenn.

Mellad 7 : Perc'hennañ

Ar madoù kaset ganeomp a chom deomp betek ma vo sevenet ho holl zleoù en hor c'heñver, betek ma vo paeet ar priz penn-da-benn, gant an interejoù, ma vez. Ar seurt perc'henniezh n'eo ket kontrol d'ar mellad 5 a lavar eo c'hwi a vo ar riskloù kas en ho karg ha kiriegezh ur wezh ma vo kuitaet hor stal gant ho produ.

Mellad 8 : Taolit evezh

Setu amañ un evezhiadenn a sell ouzh ar produioù liv erotek warne ha graet evit tud prest d'o degemer.

Ret eo deoc'h sellet mat ouzh an evezhiadennoù a gavoc'h gant ar produioù-se o vezañ ma c'hallfent feukiñ pe skeiñ tud zo ha na vefent ket o c'hortoz kement-se.

Mellad 9 : Gwarantiñ ar sioù kuzh ha kiriegezh

Ma c'hoarvez gant unan eus ar produioù bet kaset deoc'h ganimp kaout ur si kuzh bennak e c'hallimp, diouzh hor choaz, pe reizhañ pe cheñch anezhañ.

Ma ne c'hallomp ket ober nag an eil tra nag egile pe ma ne c'hallomp ket ober kement-se e koulz, en desped deomp, e c'halloc'h, evel m'ho po c'hoant, pe kas ar produ en-dro ha goulenn bezañ restaolet en ur gontañ ar mizoù-kas, pe goulenn un distol war ar priz gwerzh.

Diouzh al lezenn c'hall a-vremañ emañ ar produioù kinniget. Ne vimp ket kiriek tmm ebet ma c'hoarvez gant ar produ chom hep bezañ diouzh lezennoù ar vro ma vo kaset (levr, oberour difennet...).

Gouestlañ a reomp ober kement ha ma vez graet an aliesañ er vicher-mañ evit servijout an arvalien. Ne vimp ket kiriek avat ma ne c'hallomp ket hen ober abalamour da gudennoù deuet dre zegouezh pe en abeg da gwallzarvoudoù evel, da skouer, diskrogoù-labour, tanioù-gwall, dourioù-beuz, binvioù kenhentiñ pe garbedoù sac'het, pe c'hoazh a-gaoz deoc'h.

Dalc'hit soñj ivez ne vimp ket dalc'het kiriek ma tegouezh ar produioù diwezhat abalamour ma vankont e stokoù ar bourvezerien pe an embannerien, pe ma vez ur fazi bennak en doare da ginnig anezhe o vezañ ma ne dalv ket ar skeudennoù nag an testennoù diskouezet war hol lec'hienn evit ar gevrat werzhañ a zo etrezomp.

Mellad 10 : Gouarn an titouroù prevez

Gouestlañ a reomp gwareziñ ha derc'hel kuzh an titouroù a sell ouzhoc'h ez prevez, hervez politikerezh gwareziñ an titouroù-se. Pa brenit un dra bennak ne c'houlennomp nemet ar pep retañ evit ma vo hor servij a-zoare. Ne werzhimp ket ha ne brestimp ket an titouroù-se da zen na strollad all ebet. Bez' e c'hallimp hen ober avat gant hor pourvezerien pe genlabourerien (evel m'int termenet en hor politikerezh gwareziñ an titouroù) evit kas da benn ar gevrat werzhañ a zo etrezomp, met bez' e c'halloc'h nac'hañ kemen-se en ur gas deomp ur postel pe ul lizher ordinal. Ma ne fell ket deoc'h reseviñ hor c'hemennoù ha kinnigoù divoas, kasit deomp, mar plij, ur postel da klask@bzh5.com . Soñjit avat kas dimp ar gemenadenn-se adalek pep hini eus ar chomlec'hioù postel ho po roet deomp.

Da heul ar mellad 27 eus al lezenn Urzhiataerezh ha Gwirioù (6 a viz Genver 1978) hoc'h eus gwir da welet ha da reizhañ an titouroù a sell ouzhoc'h. Evit kement goulenn all hag a denn d'ho titouroù personnel e c'hallit kas ur postel da klask@bzh5.com.

En ur asantiñ an divizoù-gwerzhañ hollek-mañ e tiskleriit gouzout petra eo hor politikerezh gwareziñ an titouroù personnel hag asantiñ a rit e tastumfemp hag e implijfent anezhe.

Mellad 11 : Gwir peseurt bro ?

An divizoù-gwerzhañ hollek-mañ zo diouzh al Lezenn C'hall ha g Emglev Vienna war ar c'hevratoù gwerzhañ etrebroadel, nemet re ar Broadoù-Unanet. Kement tabut pe zisemglev a savfe etrezomp e-keñver ar brenadenn a vo lakaet dindan beli aozadurioù al Lezenn C'hall.

Serriñ ar prenestr