|
Levr+CD e brezhoneg Rummad : C'hoariva
Skrivagnerien : Yann-Fulub Dupuy, Strollad Tro-Didro
Ur gêrig vihan mil bell diouzh Breizh Izel, ur gêrig sac'het ar vuhez enni a-bep tu d?ul linenn faltaziek. Betek m?en em gavo an estrañjour, paotr an arvor? Soñjal a ra d?an holl e teuio ar savete gantañ. Siwazh, diskoachañ a raio ur gwall sekred.
Levr gant e CD audio, enrollet gant ar strollad Tro-Didro. Displeget e oa bet ?Re an tu all? evit ar wech kentañ e Sant Seo, e Bro Leon, d?an 03 a viz Du 2013.
An tudennoù :
Yves kozh, ar foeter bro, c'hoariet gant Jean-Yves Kervarec
Yves yaouank, an estrañjour, c'hoariet gant Tomaz L?épineguen
Julia, ar verc'h, c'hoariet gant Ninnog Latimier
Alban, ar mab, c'hoariet gant Stefan ar Govig
Paul, tad Julia, c'hoariet gant Loïc Jadé
Camille, mamm Alban, c'hoariet gant Laëtitia Fitamant
Enrolladenn
Enrollet eo bet ar pezh-c'hoari e Studio Radio Kerne e Ploneiz :
- Tapet eo bet ar son ha kempennet an enrolladenn gant Gaël Helary.
- Tonioù savet ha sonet ouzh an akordeoñs gant Tangi Le Gall-Carré.
- Enrollet eo bet ar sonerezh e studio Arvorig FM e Landerne gant Ifig Kalvez.
Embannadur : Mezheven 2015 Golo gwevn 60 pajenn - Mentoù : 14,5 x 20,5 cm - Pouez : 115 g. Embanner : An Alarc'h Embannadurioù ISBN : 978-2-916835-65-5
|
9.00 € TTC Er stok |
|