|
Levr e brezhoneg Rummad : Kontadenn(où), mojenn(où)
E Breizh-Izel ha Breizh-Uhel.
Brud ?zo gant ar mojennoù hag ar c'hontadennoù en-dro d?ar marv ha d?an traoù spont e Breizh. An darn vrasañ anezho a oa bet dastumet e brezhoneg met embannet ha brudet e galleg hepken, evel ma oa bet graet gant Anatol ar Braz (war-bouez un danevell) evit danvez Breizh-Izel.
Tra souezhus, e brezhoneg eo ez eus bet roet d?anaout un darn eus danvez Breizh-Uhel, gant Ronan Kermene.
Kavet e vo bodet amañ kontadennoù bet dastumet e brezhoneg war-eeun pe troet gant tud all, diwar-benn an danvez-se, diwar skridoù Fañch an Uhel, Anatol ar Braz, Emil Souetr ha meur a hini all c'hoazh ;
danvez Breizh-Uhel dastumet gant Ronan Kermene ; gwerzioù ha gwerzennoù kozh ; hag evit klozañ, un dornadig danevelloù nevesoc'h gant skrivagnerien anavezet evel Youenn Drezen, Ronan Kermene hag Abeozen.
Adkavit e brezhoneg gwigour karrig an Ankoù, taolioù golvazh ar c'hannerezed noz, yud an anaon distro war an douar...
Skridoù strollet ha kinniget gant Divi gKervella.
Embannadur : Gwengolo 2013 Golo gwevn 170 pajenn - Mentoù : 14,5 x 20,5 cm - Pouez : 230 g. Embanner : An Alarc'h Embannadurioù ISBN : 978-2-916835-45-7
|
10.50 € TTC Er stok |
|