|
Levr e brezhoneg Rummad : Kontadenn(où), mojenn(où)
Skrivagnerien : Amabl Troude, Gab Milin Tresadennoù gant : Steven Maze
"Barvouskenn ar roue Fortunatus zo furm nevez ur sorbienn gozh deuet dimp dre hanterouriezh miliadoù a dud dre ar bed a-bezh. Ur sorbienn gaer da lenn eo an treuzskrivadur graet gant Gab Milin.
Kaeroc'h c'hoazh eo lavarout ar sorbienn d'ur mignon, d'ur stroll tud bodet en-dro d'ur banne pe bodet da selaou sorbiennoù, kanaouennoù ha sonerezh. Grit an arnod hag e welot ar sorbienn o tont en-dro da vev en ur zegas deoc'h ha d'an dud vodet traoù n'ho pije ket ijinet e oa anezho er bed," eme Yann-Ber Quirion.
Ha setu dres ar pezh a lak a-wel an dezrann skedus a ra eus Barvouskenn ar roue Fortunatus.
Dedennet-meurbet gant al lennegezh teodel, ez eo deuet Yann-Ber da vezañ arbennigour anezhi. Barvouskenn ar roue Fortunatus, ha sorbiennoù all, en deus bet tro da zisplegañ meur a wech dirak bugale pe dud vras, e brezhoneg hag e galleg.
Gwenael Maze diouzh e du, anavezetoc'h evit e zezrannoù istorel, a ginnig ur gweladur nevezus a c'houverk arvezioù dic'hortoz all.
Ha sebezet e vo "al lenner deboner" o tizoleiñ donder ha pinvidigezh an oberenn !
Embannadur : Gouere 2016 Skeudennet e gwenn ha du - Golo gwevn 88 pajenn - Mentoù : 14 x 20 cm - Pouez : 140 g. Embanner : Aber ISBN : 978-2-916845-33-3
|
12.00 € TTC Er stok |
|