|
Levr e brezhoneg Rummad : Kontadenn(où), mojenn(où)
Skrivagner : Tangi Malmanche
"Kou eo va anv. Anv, tad, ne'm eus ket." Klopenn Kou eo a gomz ; ha da zibunañ d'ar skrivagner buhez e berc'henn kent.
Piv eo Kou ? "Mab-ur-c'hast", eme lod. "Ya da, mab-ur-c'hast ez on", a responte Kou ennañ e-unan, "ha lorc'h ennon a vezañ, rak marteze ez on mab ar roue ; te, padal, ha dit da vezañ Aotrou, ez out moarvat mab ar palafrigner."
Ha perak 'ta Kou ar Vran ? Bran eo Kou, e vicher eo : dastum ha douarañ a ra korfoù ar vosenneged. An istor a c'hoarvez e Landerne, er 14vet kantved. Emañ ar vosenn o reuziañ er vro. Pa vez ar marv o c'hourdrouz, e klasker lakaat ar vuhez da drec'hiñ dre gemer plijadur par ma c'heller : evañ, chervadiñ, karanteziñ...
Souezh ebet neuze mard eo an destenn-mañ drant, prim ha leun a fent !
Embannadur : Chwevrer 2018 82 bajenn - Mentoù : 14 x 20 cm - Pouez : 130 g. Embanner : Aber ISBN : 978-2-916845-40-1
|
12.00 € TTC Er stok |
|