|
Levr e brezhoneg Rummad : Danevell(où)
Skrivagner : Youenn Drezen Tresadennoù gant : Robert Damilot
Kentañ skrid hir war anv Drezen eo An dour en-dro d’an inizi. Skrivet en doa pennadoù evit Le courrier du Finistère ha troidigezhioù evit Gwalarn. Dizonet diouzh pouez an iliz e taolenn amañ darempredoù karantez etre daou zen yaouank gwall zieub o speredoù, ar pezh n’en doa kredet den ebet ober betek neuze.
Gant e bluenn gizidik e laka ac’hanomp da loveal etre inizi varzhus ar Mor-Bihan.
Goulennet en doa digant an arzour Robert Damilot skeudennaouiñ e zanevell gant tresadennoù.
Ne voe ket tu da embann al levr e 1942, ha n’eo nemet bremañ, bloavezhioù war-lerc’h, da-geñver 50vet deiz-ha-bloaz marv Youenn Drezen e tizoloomp ur skrid kaeraet eus ar c’hentañ.
Ganet e oa Youenn Drezen e 1899 e Pont-’n-Abad, ha marvet eo e 1972, 50 vloaz zo. Kelaouenner, troer, barzh ha skrivagner ampart anezhañ, ez eo unan eus gwellañ skrivagnerien vrezhonek an XXvet kantved.
Robert Damilot (1889-1976) en doa labouret e Pariz gant Modigliani hag Utrillo a-raok ar brezel pevarzek. E kêr Gwened e oa deuet da chom tro ar bloavezhioù 20 hag anavezet eo dreist-holl evit e daolennoù war vuhez ar vartoloded er Mor-Bihan.
Graet ez eus bet 200 skouerenn eus al levr-mañ, niverennet 1 da 200.
Embannadur : Here 2022 Skeudennet e gwenn ha du - Golo gwevn 80 pajenn - Mentoù : 22 x 15,5 cm - Pouez : 210 g. Embanner : Al Liamm ISBN : 978-2-7368-0163-2
|
18.00 € TTC Er stok |
|