|
Levr e brezhoneg Dastumad Lennegezh ar brezhoneg en XXvet kantved
Skrivagner : Francis Favereau
Moarvat e vo ar wech kentañ da dud zo, brezhonegerien ha gallegerien dreist-holl gouzout doare al lennegezh e brezhoneg, ken diaes m'eo lenn ar brezhoneg evit lod ha ken diaes kavout an danvez da lenn evit lod all.
En ur lenn al levr-mañ, e teuy splann war-wel doare al lennegezh-se. Ouzhpenn kant skrivagner a vez kinniget amañ, daou c'hant bet skrivet ganto ul levr d'an nebeutañ hag un toullad skriverien all war-briz. An holl dud-se, bihan ha bras, a vez kinniget deomp gant F. Favereau, kelenner brezhoneg e Skol-Veur Roazhon 2.
Kinniget pep skrivagner, lavaret peseurt eo danvez e skridoù, gant tammoù pennadoù da heul. Souezh gwelet pegen fonnus eo bet hag eo c'hoazh ar skridoù e brezhoneg !
Ur yezh sakr oc'h ober he zalaroù, 'mut-hu ?
Ha sur oc'h eus an dra-se ? Dav eo lavaret n'eo ket frank tachenn ar brezhoneg hag e skriv ar skrivagnerien diouzh o fenn o-unan peurvuiañ. N'haller ket lakaat lennegezh ar brezhoneg par-ha-par gant re ar yezhoù bras. Nann da. Taolet-ha-distaolet eo bet skrivagnerien ar brezhoneg gant seizh avel an Istor a-hed ar c'hantved.
War-lerc'h daou emzav e teuy nevezenti adarre ha muioc'h meskaj evel a vez war ar bed bras pelloc'h. N'emañ ket (ken) lennegezh ar brezhoneg e-maez an Istor, neketa ?
Embannadur : Chwevrer 2004 Skeudennet e gwenn ha du - Golo karton 576 pajenn - Mentoù : 16 x 24 cm - Pouez : 1270 g. Embanner : Skol Vreizh ISBN : 2-911447-93-X
|
33.00 € TTC Er stok |
|