|
Levr e brezhoneg Dastumad Lennegezh ar brezhoneg en XXvet kantved
Skrivagner : Francis Favereau
Houmañ eo pedervet lodenn hon "Lennegezh ar Brezhoneg en XXvet kantved".
A-ziwar darvoudoù Mae 68 e oa deuet ur mell lañs nevez. Ar re goshañ ? Glenmor, Gwernig, Duval ? pe, yaouankoc? h, Piriou, Keineg, Evenou... o doa diskouezet imor ha kounnar ruz zoken, dre skrid ha darn all dre gan, a-enep dizurzhioù ar bed a oa o vodernaat ha sevenadur kozh Breizh krog d'ober e dalaroù.
Diouzh an tu all e weler diwan un temz-spered flemmus "anarkour" gant kouch ar gelaouennig "Yod Kerc'h".
War-lerc'h 1981 e kemm an traoù. Troet eo ar mennozhioù stourm en ur grouidigezh liesseurtoc'h, digor war ar bed. Lod a zo chomet feal da hengoun Breizh a-viskoazh, lod all o deus klasket hentoù nevez.
Buhez zo forzh pegement gant ar brezhoneg dre skrid ha war gan pe war al leurennoù. Setu un daolenn marellet a bep seurt livioù, buhez ha nerzh gant ar yezh, ma vo c? hoazh keit ha ma chomo bev ar brezhoneg !
Embannadur : Mezheven 2020 Skeudennet e gwenn ha du - Golo karton 480 pajenn - Mentoù : 16 x 24 cm - Pouez : 1230 g. Embanner : Skol Vreizh ISBN : 978-2-36758-026-5
|
33.00 € TTC Er stok |
|