|
Levr e brezhoneg Rummad : Romant Dastumad Saga Arvorika
Skrivagner : Yann-Bêr Kemener
Miz C'hwevrer 1926 - Marv eo Yann Pilhaouaer. Daoust hag-eñ eo marvet a-daol-trumm ? Daoust hag-eñ eo marvet abalamour d?ur gwallzarvoud ? Pe lazhet e vije bet ? Enebourien en doa moarvat e bed kriz penn-kentañ an ugentvet kantved e Breizh-Izel, etre toull-dor ifern yen Yeun Elez ha porzh-mor Douarnenez, lec'h m?en doa kavet mignoned.
Penaos eo marvet eta ? Mont a ra e vab Yannig, 16 vloaz, war e roudoù da bilhaoua evit gouzout hiroc'h diwar-benn e vuhez ha kompren gwelloc'h perak ha penaos eo marvet. Ur gwir enklask war hent ar wirionez an hini eo, ur c'hlask war-lerc'h personelezh e dad hag ur romant deskadurezh e-keñver ar vuhez hengounel, micherel, sokial, politikel ha reizhel.
Embannadur : Chwevrer 2018 Golo gwevn 130 pajenn - Mentoù : 12 x 18,5 cm - Pouez : 150 g. Embanner : Skol Vreizh ISBN : 978-2-36758-080-7
|
12.00 € TTC Er stok |
|