|
Levr e brezhoneg
Skrivagner : Yvon Le Rol
Un darvoud a bouez eo embannidigezh al levr-mañ en istor lennegezh dre gomz Breizh. Sede, a-benn ar fin al labour dastum kaset da benn gant Emili-Barba Guitton, Itron de Saint-Prix, en XIXvet kantved kinniget dimp, tud an XXIvet kantved.
Dianav ne oa ket. An Itron de Saint-Prix a ouie rannañ he dastumadennoù gant tud all brudetoc'h, marteze. Anv zo anezhi er Barzaz-Breiz, da skouer, ha dreist-holl em gavet eo he eostad e-kreizik-kreiz eostad Pengwern, ken e oa mesket gantañ.
Yvon Rol en deus bet gouvezet sachañ er-maez ar c'horpus-se savet gant ur vaouez gredus ha barrek da selaou ha da notenniñ ar pezh a veze kanet pe dibunet dezhi. Gantañ eo kinniget hiziv evel ul labour a aparchant da Emili-Barba Guitton (1789-1869), Itron de Saint-Prix.
Gras da Yvon Rol ez eus ur studi fin eus perzhioù ar pezhioù dastumet gant an Itron de Saint-Prix : koulz war dachenn ar yezh, war dachenn ar c'han, war dachenn al lennegezh-pobl.
Gant an embannadur-mañ e renter enor d?ur vaouez he devoa komprenet kalz abretoc'h evit lod pegen pinvidik, pegen prizius, pegen kaer e oa sevenadur ha lennegezh he fobl, ha kement-mañ 150 vloaz goude he marv.
Embannadur : Here 2019 Skeudennet e gwenn ha du - Golo gwevn 736 pajenn - Mentoù : 19 x 25 cm - Pouez : 1475 g. Embanner : Tir ISBN : 978-2-917681-45-9
|
23.00 € TTC Er stok |
|