|
Levr e brezhoneg
Skrivagner : Katelin Kerisit
En deroù ne oa bet ganet Eva nemet evit c'hoari ha dizale ez eas ar c'hoari da reuzc'hoari. Un devezh ne oa nemet un dihued-amzer hag antronoz e oa deroù ul lazhadeg. Divarrek e vo, siwazh, ar poliser Eganton Kergrist hag e gomper Charles Allbright da lakaat harz e koulz d?an heuliad muntroù.
Krouet eo bet ar skrivagnerez romantoù-polis Katelin Kerisit ? hag he haroz Eganton Kergrist ? gant Yann Fulub Dupuy evit e romant ?Milendall? (embannet gant an Alarc'h e 2013) ma weler anezhi o reiñ buhez en-dro da liorzh dilezet ar c'homedian brudet Herri Lostanlenn.
Tra ma veze Katelin o tizoleiñ al liorzh diouzh he goueliad drez hag o tiskoachañ he c'hevrinoù en em roe ivez d?ar skrivañ. Setu amañ disoc'h ar romantig deuet ganti e-ser-se, romantig hag a c'haller lenn distag-krenn diouzh ?Milendall? : a-raok, goude pe e-pad, pe hep lenn anezhañ zoken.
Embannadur : Here 2013 Golo gwevn 166 pajenn - Mentoù : 12 x 19 cm - Pouez : 170 g. Embanner : An Alarc'h Embannadurioù ISBN : 978-2-916835-53-2
|
9.50 € TTC Er stok |
|