|
Levr e brezhoneg
Skrivagner : Jacques Ténier Troet gant : Patrice Marquand
Ur blanedenn dek miliard a annezidi enni dizale, unvanet gant ar skiantoù hag an teknikoù, an arc’hant hag ar c’henwerzh, lakaet en arvar gant an hevelep pirilhoù, a zo dibourvez ag un aozadur politikel ha sokial. Kaset eo an dud d’ul liamm, demokratel pe ket, gant ar vro m’int stag outi.
Ar vroadelouriezh serret warni hec’h-unan hag ar gevalaouriezh diroll a ra tiegezh mat. An dud dibourvez ha dalc’hidi al liesegezh hag ar justis a c’houzañv kalz diwar se. Ar vevliesseurted o fontañ, ampled an digempouezioù, an digevatalderioù o tonaat,
kement tra a zlefe lakaat an dud da sevel a-du evit ma vo ijinet aozadurioù barrek da zispartiañ ar mad boutin diouzh ar madoù prevez ha da reiñ respontoù kendoniet : ar peoc’h, ar gwirioù, an dour, an hin, ar c’hoadeier, aozioù ur vuhez din, un diraez da zanframmoù diazez, obererien arc’hant ha niverel lakaet dindan ur c’hontroll demokratel.
Greomp ac’hanomp saverien ur bed emouez ouzh kengred e izili hag o dazont boutin: kennerzhomp ar c’henoberoù etre ar pobloù, lakaomp ar strolladoù bras da skodenniñ evit arc’hantaouiñ an ezhommoù stroll, adpriziomp ar marc’hadoù lec’hel ha rannvedel, adtalvoudekaomp an implij boutin eus an traoù e-keñver o ferc’hentiezh,
gwarantomp ma vo roet d’ar geodedourien, d’ar gazetennerien, d’ar sindikadoù, d’ar c’hevredigezhioù, araezioù o eztaoliñ dibaouez, digoromp hor sevenadurioù hag hor yezhoù war re hon amezeien.
Dizarbenn a raimp ar gwallreuzioù kemennet, sevel a raimp, war un Douar m’eo tremen anat n’eus nemetañ ha bresk eo, ur bed boutin, hon hini hag hini ar re all.
Reizhaouer eo Jacques Ténier, kargad a gentelioù e skol-veur Roazhon II hag e Ensavadur studioù politikel Roazhon. Lavaret en doa prezegennoù diwar-benn tostadur ar pobloù hag ar c’henoberoù etre broioù amezek en Amerika hag Azia ar Su, hag en Afrika ar C’hornôg. Kelenner pedet gant skolioù-meur Guangxi,
Nanning, Sina, 2016 ha Liège, Belgia, 2017. Kemer a ra perzh e oberoù kengret e Burkina Faso hag e Haiti. Skrivet en deus: Intégrations régionales et mondialisation (La Documentation française 2003) ha Faire la paix dans les régions du monde (L’Harmattan, 2008, embannadenn spagnolek, Lluvia editores, Lima, 2021).
Rakskrid gant Bertrand Badie.
Embannadur : Here 2023 Golo gwevn 246 pajenn - Mentoù : 14,5 x 20,5 cm - Pouez : 325 g. Embanner : Tir ISBN : 978-2-917681-59-6
|
22.00 € TTC Er stok |
|