Levr brezhoneg-galleg
Kinniget gant : Patrick Le Besco
El levr-mañ e kinniger embannadur burutellet "Trajedi santez Julit ha sant Sir he mab". Ar pezh-c’hoari-mañ zo ur skrid eus an XVIIIvet kantved, da lavaret eo eus amzer ar brezhoneg rakvodern, a ya eus kreiz an XVIIvet kantved betek an Dispac’h gall.
Bez’ ez eo unan eus ar skridoù a ya d’ober korpus puilh ar pezhioù-c’hoari e brezhoneg. O vezañ ma n’eus bet studiet nemet un nebeut re eus ar skridoù-se, n’eo ket anavezet mat o levezon an oberennoù-se war ar yezh skrivet.
Ouzhpenn daou vil gwerzenn a zo en drajedienn-mañ, a zo kizellet brav kement ha leun a c’herioù a c’hiz kozh war un dro.
En embannadur-mañ ez eus kinniget ul lodenn diwar-benn ar yezh hag ul lodenn all diwar-benn istor azeulerezh santez Julit ha sant Cyr.
Embannadur : Mae 2021 Skeudennet e gwenn ha du - Golo gwevn 610 pajenn - Mentoù : 19 x 25 cm - Pouez : 610 g. Embanner : Tir ISBN : 978-2-917681-54-1
|
22.00 € TTC Er stok |
|