|
Levr e brezhoneg Rummad : Barzhonegoù
Skrivagner : Friedrich Hölderlin Troet gant : Jean-Frédéric Kirjuhel, Bernez Tangi, Aleksandr ar Gall, Gwendal Denez
Ganet e oa bet Friedrich Hölderlin e Lauffen-am-Neckar er bloaz 1770. Kas a reas e studi war an doueoniezh e Tübingen, war un dro gant Schelling ha Hegel. Heuliañ a reas ivez kentelioù Fichte en Iena, er bloavezhioù 1794-1795, lec'h oa bet kaset da vezañ mestr-kelenner prevez gant sikour Schiller.
E 1796 e kavas Hölderlin ur post kelenner prevez e tiegezh ar bankour Jakob Gontard, e Frankfurt. Ret e voe dezhañ mont kuit e 1798, avat, en abeg d?an darempredoù karantezus a oa bet ganet etrezañ ha Suzette Gontard, gwreg ar bankour, a vez graet Diotima anezhi gant Hölderlin en e varzhonegoù hag en e romant Hyperion.
E Bourdel e oa pa glevas e oa aet da anaon Suzette, ha diwar an darvoud kañvus-se e pegas an drevari e-barzh buhez ar barzh. Kavout a reas bod e ti ur munuzer e Tübingen, ma kasas 36 bloaz diwezhañ e vuhez ha ma varvas en dienez e 1843.
Embannadur : Here 2015 Golo gwevn 76 pajenn - Mentoù : 14,5 x 20,5 cm - Pouez : 115 g. Embanner : Tir ISBN : 978-2-917681-28-2
|
10.00 € TTC Er stok |
|