|
Levr brezhoneg-galleg Rummad : Barzhonegoù
Skrivagner : Yann Mari Normand Troet gant : Jean Normand, Yvonne Martin, Joseph Martin
Penaos e c'heller war un dro brezeliñ, lakaat e ganol da grañchat, ha skrivañ barzhonegoù bet embannet ingal en ur gelaouenn vrezhonek sizhuniek??
Yann Mari Normand a oa labourer-douar ha barzh. War an talbenn, eta, e-pad brezel 1914-1918 en doa en em lakaet da skrivañ barzhonegoù e brezhoneg a voe embannet gant ar gelaouenn Kroaz ar Vretoned er bloavezhioù 1917, 1918 ha 1919.
Distro diouzh ar brezel e kuitaas tiegezh e dad e Gwiglann evit dimeziñ ha mont da sevel tiegezh e Kerdro e Sant-Tegoneg. Er bloavezhioù 30 e krogas en e bluenn en-dro met ne chom roud ebet eus e varzhoniezh. Ganet e oa bet e Gwiglann e 1886 ha marvet e Sant-Tegoneg e 1961.
Ar barzhonegoù bet skrivet e brezhoneg gant Yann Mari Normand e-pad ar brezel bed kentañ a zo bet dastumet ha prientet evit an embann gant Jean Normand, Yvonne Martin et Joseph Martin. Kinniget int el levr-mañ gant o dornskrid hag o zroidigezh e galleg.
Embannadur : Eost 2018 Golo gwevn 448 pajenn - Mentoù : 14,5 x 20,5 cm - Pouez : 575 g. Embanner : Tir ISBN : 978-2-917681-39-8
|
25.00 € TTC Er stok |
|