|
Levr e brezhoneg
Skrivagner : Loeiz Herrieu
El levr-mañ ez eus kinniget ouzhpenn 600 lizher pe gartenn kaset gant Loeiz Herrieu (1879-1953) da Loeiza er Meliner, e wreg ; da lavarout eo brasañ dastumad lizheroù skrivet e brezhoneg kaset d?ar gêr eus talbenn ar brezel-bed kentañ.
Al lizheroù-se a ranker lenn a-benn dizoloiñ personelezh ha temz-spered ar Barzh-Labourer, a-benn kompren war betore diazez eo bet savet e skridoù brezel all, Kammdro an Ankoù (Al Liamm, 1994) en o mesk.
Ma oa tonkad an deizlevr brezel-mañ bezañ embannet ha lennet gant an holl, al lizheroù d?ar gêr, int, a zalc'h gant un danvez prevez, ul live all : hini an darempred etre daou bried e karantez an eil gant egile, hini an darempred etre un ozhac'h hag e wreg o kas labour pemdeziek ar menaj war-raok.
Er stumm galleg e kavo Yann Lenner kement a zo ezhomm a-benn monet pelloc'h eget ar skridoù o-unan. A-drugarez d?ar c'hinnig heverk graet anezho gant Daniel Carré, e vo tu lec'hiañ anezhe en o amzer.
An testennoù troet e galleg zo bet embannet en ul levr all : Et nos abeilles?...
Embannadur : Here 2016 Golo gwevn 460 pajenn - Mentoù : 19 x 25 cm - Pouez : 930 g. Embanner : Tir ISBN : 978-2-917681-33-6
|
26.00 € TTC Er stok |
|