|
Levr brezhoneg-galleg
Nevez ?zo ez eus bet kavet e levraoueg Hannover, e Bro-Alamagn, ur skouerenn dianav eus ar pezh-c'hoari e krennvrezhoneg, ?Buhez sante Barba?. Moullet eo bet e 1608 e Sant-Maloù gant Pierre Marcigay. Al levr-mañ a ginnig ar skrid klok. Ouzhpennet ez eus bet notennoù gant eilstummoù embannadur 1647 (anavezet abaoe an XIXvet kantved).
Al labour embann a zo bet kaset da benn gant Paul Widmer, kelenner-klasker e skol-veur Marburg e Bro-Alamagn, e kenlabour gant Christina Fischer ha Ricarda Scherschel.
Al levr-mañ eo ivez an hini kentañ embannet er rummad FATA (Fundamenti Aremoricorum Textorum Accessio).
Embannadur : Meurzh 2013 Golo gwevn 166 pajenn - Mentoù : 19 x 25 cm - Pouez : 390 g. Embanner : Tir ISBN : 978-2-917681-19-0
|
13.00 € TTC Er stok |
|