
|
Levr e brezhoneg Rummad : Danevell(où)
Skrivagner : J.M.G. Le Clézio Troet gant : Joel Donarzh
En danevelloù-mañ e reer anaoudegezh gant bugale. Ne vern pegen paour ez int, ne vern eus pelec’h e teuont, eus Mec’hiko Nevez, eus Island, pe eus lec’hioù all dianv, an holl o deus traoù da zeskiñ deomp.
Rak int a oar santout ar gouloù a flour ar c’hroc’hen, arvestiñ ouzh an dezerzh gant o c’horf a-bezh, komz ouzh al loened, degas respontoù da c’houlennoù mut an dud.
Emaint holl o klask frankiz, gwirionez, karantez, gouezoni ha kaerder an natur, ha pa rankfent evit-se pellaat diouzh ar skol, diouzh ar gêr vras, diouzh o zud kar, ha tremen hep gerioù a-wechoù.
Daniel-Sinbad a guita kêr da vat evit mont da welet ar mor ; Kroaz-Vihan a ra anaoudegezh gant Saquasohuh, doue ar gouloù hag ar marv ; Alia, a zo o vevañ e-mesk al lastez hag al lochennoù dirapar, a gej gant karantez Doue ; Gaspar ac’h a da chom er gouelec’h gant maesaerien eus ar vro…
Pep hini anezhe, leun a furnezh hag a youl, a gas ac’hanomp d’un hir a veaj tonket da gendoniañ hon ene gant didrouz ar bed ha lusk an elfennoù.
Embannadur : Here 2024 Golo gwevn 330 pajenn - Mentoù : 12 x 19 cm - Pouez : 330 g. Embanner : An Alarc'h Embannadurioù ISBN : 978-2-38190-044-5
 |
14.00 € TTC  Er stok |
|