|
Levr e brezhoneg Rummad : Romant
Skrivagner : Jorj Abherve-Gwegen
Naoned, er bloavezhioù 70. Ar Beajoù D., ur gompagnunezh kirri-boutin, un tamm brav a vrud dezhi war an aozañ beajoù evit an douristed. Lomig Koativi, ur studier, a labour eno e-pad an ehanoù.
Kaset e vez da Italia, Alamagn, Portugal ha da veur a lec’h all da ambroug strolladoù vakañsourien. Bedig-bed an touristerezh a zo leun a itrikoù avat, ha blenierien ’zo a c’hell bezañ pennoù-karn anezho… Tamm-ha-tamm e teu an ambrouger yaouank ha didro da vezañ asuroc’h ha d’ober e dreuz.
Setu istor ur paotr yaouank war hent digompez ar vuhez o klask gwir garantez, kenkoulz hag ur vicher d’e c’hrad ha gouzout piv eo e gwirionez. Dre forzh beajiñ, digor e spered war an arzoù ha sevenadurioù disheñvel, e teu d’en em dommañ ouzh Okitania. Ha neuze, estreget kaerder an arz roman e tiskoach ivez ul lec’h da stagañ e galon.
Embannadur : Here 2023 Golo gwevn 174 pajenn - Mentoù : 12 x 19 cm - Pouez : 180 g. Embanner : An Alarc'h Embannadurioù ISBN : 978-2-38190-026-1
|
10.00 € TTC Er stok |
|