|
Levr e brezhoneg Rummad : Buhezskrid, eñvorennoù
Skrivagner : Ekaterina Balobanova Troet gant : Anna Mouradova
El levr-mañ emañ danevell beajoù Ekatarina Balobanova en hon bro. E Breizh e oa bet ar vaouez disaouzan a oa anezhi o foetañ bro gant he c’heniterv Agata war droad, war varc’h ha war vor.
Bloavezhioù war-lerc’h e c’hoantaas dezrevell da lennerien Rusian an amzer-se hec’h avanturioù en ur ober un depegn eus maezioù, kêrioù, pardonioù, dañsoù hag aergelc’h ar vro. En he danevell e sil meur a gontadenn bet dastumet ganti dre ma oa o vale bro hag e ro kalz a blas da Varivon, ur vaouez kozh a oa o vevañ nepell eus ti he eontr.
Ganti e oa bet broudet da weladenniñ ar vro hag e oa bet sikouret da intent kredennoù ha mod da vevañ ar Vretoned. Souezhet e vezer, 150 bloaz war-lerc’h, eus sell Ekaterina war hon bro.
Daoust ma n’eo ket atav gwirheñvel ar pezh a embann e tesker kalz diwar-benn an dud, an Nedeleg, ar chapelioù hag ar beredoù, tantad Sant-Yann… Un testeni talvoudus ez-istorel eo he hini, ha plijus da lenn war ar marc’had, pa ne vefe nemet evit he fent hag he spered lemm.
Ekaterina Balobanova (1847-1927) a voe en he amzer ar Rusianez nemeti a oa arbennik war al lennegezh keltek. Unan eus he moerebed a oa o chom e Breizh pa a oa dimezet gant ur c’hont a vro Dreger ; gant se he devoe Ekatarina tro da chom e Breizh ha da redek bro gant he c’heniterv Agata.
Diarc’hant en em gavas goude marv he zad e 1864 hag e teuas da chom e Treger betek 1867.
Embannadur : Here 2021 Golo gwevn 124 fajenn - Mentoù : 14,5 x 20,5 cm - Pouez : 175 g. Embanner : An Alarc'h Embannadurioù ISBN : 978-2-38190-013-1
|
11.00 € TTC Er stok |
|