|
Levr e brezhoneg Rummad : Romant
Skrivagner : Jorj Abherve-Gwegen
Labour, hunvreoù, karantezioù... treiñ a ra bravik e dammig buhez gant Anton... betek d?ar brezel lakaat e vedig-bed da horjellat. Ugent vloaz eo pa grog ar bombezadegoù da zrastañ Brest. Gant ar rekizadur taolet war an dud yaouank e vo ranket dezhañ mont da skoachañ war ar maez gant e geneil Julian.
Pa zistroio da Vrest, e dibenn ar brezel, en em gavo sanket e spouron ar seziz. En em dennañ salv a raio eus an ifern-se, doaniet-don avat en e askre. Ha deuet ar peoc'h en-dro e tistro Brestiz d?o c'hêr tamm-ha-tamm met Anton ne gav ket e blas ken eno.
Kuitaat Breizh eo a raio-eñ ha mont da glask e chañs da bellvro. Abeg gwirion e zivroañ avat n'eo ket an hini a grede da lod e oa.
Daou-ugent vloaz war-lerc'h e konto Anton e istor d?ur studier yaouank deuet d?e enrollañ. Marevezh deroù ar radioioù dieub e oa?
Embannadur : Du 2021 Golo gwevn 328 pajenn - Mentoù : 12 x 19 cm - Pouez : 330 g. Embanner : An Alarc'h Embannadurioù ISBN : 978-2-38190-014-8
|
13.00 € TTC Er stok |
|