Levr e brezhoneg
Skrivagner : Charlie Grall
Ur c'horf marv a zo bet kavet e dour mengleuz Toull Kerliv. Hini un den bet en FLB gwechall hag aet da genlabourat gant ar polis gall goude.
Da heul eo harzet ar Breton ha toullbac'het e Fresnes. Aterset start e vo gant ar Varnerez a zo mennet da lakaat ar muntr war e chouk. En abadennoù goulennata-se div ideologiezh, div identelezh enebet an eil ouzh eben, daou nerzh tal-ouzh-tal, youl un hinienn ouzh galloud ur gwikefre Stad.
Evit pellaat diouzh endro e garc'har e talc'h ar prizoniad politikel breizhat da skrivañ lizhiri dre guzh d'e vuiañ-karet, Anna.
Embannadur : Mae 2024 Golo gwevn 130 pajenn - Mentoù : 11 x 18 cm - Pouez : 120 g. Embanner : Al Lanv ISBN : 978-2-916745-55-8
 |
10.00 € TTC  Er stok |
|