|
Levr e brezhoneg Rummad : Buhezskrid, eñvorennoù
D’ar mare ma na oa ket internet na kennebeut ar pellgomz eo dre lizher ha dre ar baper e eskemme an dud. Youenn Drezen a oa kelaouenner ha war an dro merour Gwalarn, Kornog, Skrid ha Skeudenn.
Gouzout a rae ober e vicher : derc’hel, troc’hañ, renkañ. Ur chañs eo evidomp : etre 1917 ha 1972 eo kantadoù a lizheroù en deus bet resevet digant izili an Emsav sevenadurel.
An teñzor-se en deus sachet evezh izili Bodad-lenn Ti ar vro Kemper ha pelloc’h, ha furchal e-barzh da gaout mel da roiñ boued d’ar vrezhonegerien kar o yezh.
Loeiza an Duigou, Padrig an Habask, Bernez Rouz, Éamon Ó Ciosáin, Tudual Huon, Jorj Abherve-Gwegen, Yann Guillamot, Jil Penneg, Fulup Lannuzel a ginnig deoc’h ur sell nevez war brantadoù buhez Youenn Drezen liammet kaer gant emdroadur ar vuhez sevenadurel vrezhonek e kalon ar c’hantved tremenet.
Taolenn
1. Drezen-Riou-Kerrien : hadenn ar yezh o kellidañ e Bro-Spagn, gant Bernez Rouz
2. Youenn Drezen hag Emgleo Sant Iltud, gant Jorj Abherve-Gwegen
3. Beaj Youenn Drezen en Iwerzhon 1925 : ar C’hendalc’h Etrekeltiek, gant Éamon Ó Ciosáin
4. Drezen ha Le Courrier du Finistère, gant Jil Penneg
5. Jakez Kerrien etre Feiz ha Breizh (1917-1931), gant Bernez Rouz
6. Youenn Drezen hag ar Seiz Breur, gant Tudual Huon
7. Ar merc’hed e oberenn Youenn Drezen, gant Loeiza an Duigou
8. Youenn Drezen, arzour an deskrivañ, gant Fulup Lannuzel
9. Lusk ar beurunvaniezh, gant Padrig an Habask
10. Youenn Drezen da seizh avel an ideologiezhioù, gant Bernez Rouz
11. Youenn Drezen dastumer en e amzer, gant Yann Guillamot
Embannadur : Here 2022 Golo gwevn 402 bajenn - Mentoù : 12,5 x 18,5 cm - Pouez : 440 g. Embanner : Al Lanv ISBN : 978-2-916745-49-7
|
19.00 € TTC Er stok |
|