|
Levr e brezhoneg Rummad : Romant
Skrivagner : Goulc'han Kervella
Ur vaouez kozh, an dimezell Karadeg, a zo kraouiet e ti ar re gozh, e Kleder. Aet eo disoñj a-grenn, trelatiñ a ra ouzhpenn. Kavout a ra dezhi anavezout tud ha bezañ bevet darvoudoù ?zo. Un devezh e tec'h kuit diouzh an ospital ha c'hoari biz-meud war an hent bras.
Kemeret eo en e garr-tan gant Jakou an Dall, ur c'haner yaouank hag a vez o kanañ e tiez ar re gozh, er festoù-noz hag e gouelioù all eus ar vro. Ur c'haner emsaver ez eus anezhañ.
Setu an dimezell gozh hag ar c'haner yaouank o vont eus an eil kêr d?eben. Tremen a reont dre lec'hioù ma?z eus bet, er bloavezhioù 1970, darvoudoù pouezus, sokial, politikel ha sevenadurel.
Emgann ar beizanted kaset en-dro gant Alexis Gourvennec e Montroulez, e 1961 ; harz-labour ar stal Joint Français e Sant-Brieg, e miz Mae 1972 ; c'hoari ar pezh Ar Bonedoù ruz e Karaez e 1975 ; "grev" al laezh e Gwiskri e 1972 ; yun ar filmour Reun Vautier e ospital Kemper, e 1973 ; raktres kreizenn nukleel Plougoñ e 1980 ;
tarzhadenn kazarn Ti-Voujeret e 1976 ; c'hoari ar pezh Ma c'helljen-me kanañ laouen, e Kastellin ; lanv du an Amoco Cadiz e Porsal, e 1978 ; ar skol Diwan gentañ e Lambaol-Witalmeze, e 1977.
A-nebeudoù e teu ar memor en-dro d?an dimezell Karadeg. Hag hi lakaet a-gostez, kollet ganti hec'h identelezh, e teu skiant dezhi. Prest eo, pelloc'h, da gemer perzh e stourmoù ar Vretoned evit o yezh hag o bro. Daoust hag ez eo ar vaouez kozh-se ur "skeudenn" eus Breizh ? An adkavadenn goude an ankounac'h !
Embannadur : Here 2021 Skeudennet e liv - Golo gwevn 176 pajenn - Mentoù : 11 x 18 cm - Pouez : 180 g. Embanner : Al Lanv ISBN : 978-2-916745-45-9
|
12.00 € TTC Er stok |
|