|
Levr e brezhoneg Rummad : Danevell(où)
Skrivagner : Loeiz Gwilhou
Dastumad danevelloù.
Skridoù faltazi, fent ha denegezh enno, awenet gant planedennoù tud eus Pontekroaz hag eus ar C'hab. Ponter a-berzh mamm eo Loeiz Gwilhou ha tener e galon ouzh kêr-benn ar C'hab hag ouzh tud e vro. Ur veaj en amzer eus deroù ar c'hantved diwezhañ betek an deiz a hiziv.
Aber ar Gwaien... ur gweledva dispar... hag, er ganol dre izelvor, abaoe mizioù ha dindan forzh pebezh amzer, e ya an den war-raok, goustadig, o reiñ d'e damouez aourer luskadoù anavezet gant den ebet paneve ar wir glaskerien-aour. Met hemañ, diseblant ouzh goaperezh ar bonterien, a c'hortoz e zigoll, ha... c'hoarzho mat an diwezhañ c'hoarzer...
Ur vaouez yaouank o kuitaat he bro evit achap diouzh he gwaz feuls... Unan all evit klask labour e Pariz hag o kouezhañ etre krabanoù un houlier... Ur paotrig maleürus dre ziouer a garantez-mamm... Karantez kentañ ur c'hrennard a bervarzek vloaz...
Tu d'al lenner da gejañ ouzh tud ar vro gant planedennoù disheñvel an eil diouzh egile, ur veaj en amzer eus deroù ar c'hantved diwezhañ betek hiziv...
Embannadur : Gwengolo 2020 Golo gwevn 286 pajenn - Mentoù : 12,5 x 18,5 cm - Pouez : 310 g. Embanner : Al Lanv ISBN : 978-2-916745-40-4
|
14.00 € TTC Er stok |
|