|
Levr e brezhoneg
Skrivagner : William Shakespeare Troet gant : Roparz Hemon, Y.L. Emili
El levr-mañ e kaver daou bezh-c'hoari skrivet gantañ : trajedienn Makbez troet e brezhoneg gant Roparz Hemon
hag ar gomedienn Ar Geben Doñvaet troet gant Yann-Loeiz Emili.
Makbez - trajedienn hag a dremen e Bro-Skos o kontañ diouganoù sorserezed a gaso Makbez hag e bried war hent an torfedoù hag ar muntroù evit kemer
plas ha galloud ar roue Dunkan ? a zo bet lakaet e komz-plaen gant Roparz Hemon ken feal ha ma c'helle. Tost-tost eo chomet ouzh ar saozneg.
Ar Geben Doñvaet a gont istor Baptista, denjentil pinvidik o chom e Padova hag en deus div verc'h : Katarina, an henañ, ur plac'h disuj ha penn-kalet diaes dont a-benn diouti, ha Bianka,
an hini yaouankañ, ur goantenn fur. Tri denjentil yaouank a Bisa ? Hortensio, Gremio hag ivez Lusensio o defe c'hoant d?ober al lez da Vianka ha da zimeziñ ganti.
Met an tad a chom dibleg : ne zimezo ket e verc'h yaouankañ keit ha ne vo ket euredet Katarina.
Embannadur : Du 2011 Golo gwevn 282 bajenn - Mentoù : 11 x 18 cm - Pouez : 250 g. Embanner : Al Lanv ISBN : 978-2-916745-12-1
|
11.00 € TTC Er stok |
|