|
Levr e brezhoneg Rummad : Danevell(où)
Skrivagner : Goulc'han Kervella
Ar garantez eo al liamm kenetre an trizek danevell-mañ. Karantezioù trubuilhet, kuzhet, dianzavet, faltaziet, nac’het. Unan bennak o vont da benn vat evelato. En amzer a-vremañ e tremen an istorioù, panevet unan anezho da-geñver Emsav ar Bonedoù ruz (1675) ha div all war-dro ar brezel pevarzek.
Olole, olole
Pa gane Fañchig ar c’han-se war ribl ar stêr e teue an heklev d’he degas dezhañ en-dro, en ur nijal dreist ar c’hleuñioù hag ar gwez. Un endervezh a viz Gouere avat e teuas dezhañ en-dro, n’eo ket e vouezh dezhañ, hogen ur vouezh all, izeloc’h eget e hini, kaer-kenañ ivez avat. Souezhet e voe Fañchig ha plijet meurbet.
Olole, Olole, Olole
Olo Yannig Olole
Olo Yannig deus ame!
Embannadur : Here 2023 Golo gwevn 128 pajenn - Mentoù : 14,5 x 20,5 cm - Pouez : 180 g. Embanner : Skrid ISBN : 978-2-5515418-2
|
9.50 € TTC Er stok |
|