|
Levr e brezhoneg Rummad : Danevell(où)
Skrivagner : Lan Tangi
En ma-unan emaon fenoz kement hag e c'heller bezañ gant an-unan. O soñjal ennoc'h holl, ennout, e Breizh ken pell. Un tenn trumm, yudadennoù ar marv hag ar follentez nemetken a ziskouez emañ en noz er-maez, an arsailh trubard a ro n'ouzon ket peseurt c'hoant put da vevañ ha da garout...
Lizhiri ur soudard o tont eus ar brezel, dic’houest d’en em ober en-dro en e vro, un den kozh a rank seveniñ ur bromesa bet graet 40 vloaz a-raok, unan all o kuitaat an hent bras hag en em gavout en ul lec’h dianav dezhañ, ur skipailhad tud o klask skrapañ un den tamallet torfedoù a-enep Mab-Den,
ur paotr o stourm ouzh ar razhed en e di p’emañ ar freuz hag ar reuz o ren er-maez, unan all rediet da sevel ur film dindan pemzektez. Tudennoù disheñvel met tonket holl da vont war-raok ha da dalañ ouzh ar skoilhoù lakaet war o hent.
Embannadur : Here 2022 Golo gwevn 104 fajenn - Mentoù : 14,5 x 20,5 cm - Pouez : 150 g. Embanner : Skrid ISBN : 978-2-9551541-6-8
|
9.00 € TTC Er stok |
|