|
Levr e brezhoneg Rummad : Romant
Skrivagner : John Le Carré Troet gant : Kristian Braz
Deroù ar bloavezhioù 1960, e kreizig-kreiz ar Brezel yen. Dismantret eo bet rouedad ajanted Alec Leamas, rener servijoù kuzh Breizh-Veur e Berlin. Kefridi en deus a-berzh Londrez da zistruj Hans-Dieter Mundt, pennkaoz diskar e servij.
Dañjerus-kenañ ha luziet eo ar gefridi ; ar spier n’eo ken nemet ur pezh en ur c’hoari echedoù etre galloudoù dizamant ha didruez.
Kerkent hag embannet e 1963 e voe anavezet The Spy Who Came in from the Cold, skrivet gant un den hag a anaveze an dachenn eus an diabarzh, da romant gwir ar Brezel yen hag ar spierezh.
Embannadur : Here 2023 Golo gwevn 308 pajenn - Mentoù : 14,5 x 20,5 cm - Pouez : 390 g. Embanner : Mouladurioù Hor Yezh ISBN : 978-2-86863-208-1
|
14.00 € TTC Er stok |
|