|
Levr e brezhoneg Rummad : Danevell(où)
Skrivagner : Josep Gòrriz Troet gant : Gwenael Emelyanoff
« E teñvalijenn an noz e oa an oabl o rushaat evel pa vije an abardaez. An tangwall, ken kañvaouus hag estlammus, a seblante en em astenn dre ar c’harter a-bezh. »
Peget eo an tan en Dielldi Istorel. En dizesper emañ Josep Maria Cadafalch, rener an ensavadur, o welet teulioù kozh ha talvoudus bet kollet da viken. Mall warnañ kavout an torfedour e asant kenlabourat war an enklask, a-gevret gant an enseller e karg eus an afer.
Kelenner ha skrivagner eo Josep Gòrriz (ganet e Sabadell e 1956). Skrivet en deus kalz e katalaneg evit ar vugale hag ar re yaouank, gant ar c’hoant da dreuzkas ar yezh hag ar garantez evit al lennegezh. Bet en deus meur a briz evit e oberennoù.
Embannadur : Mezheven 2022 Golo gwevn 86 pajenn - Mentoù : 11 x 18 cm - Pouez : 85 g. Embanner : Mouladurioù Hor Yezh ISBN : 978-2-86863-204-3
|
8.00 € TTC Er stok |
|