|
Levr e brezhoneg Rummad : Danevell(où)
Skrivagner : Paol ar Meur
« …Pa oa bet degaset d’e spered ar soñj eus an darvoud-se c’hoarvezet d’ur mare ma empente evitañ un dazont ha na voe e hini biskoazh, e tigoras Jean-François un albom luc’hskeudennoù hag a groge gant ar re graet en e vugeliezh kentañ, pa oa c’hoazh er skol-vamm, e penn kentañ ar bloavezhioù tri-ugent.
Profet e oa bet dezhañ war-lerc’h marv e vamm, tri bloaz ’oa. »
Ha kompren a raio Jean-François ar perag eus e blanedenn dilufr en ur follennata e albom poltredoù ?
Eus Brest eo Paol ar Meur, ganet eno e 1960. Ul lignez Brestiz a-gozh e oa hini e dad. Brezhoneg a oa gant e dud-kozh a-berzh mamm, labourerien-douar e Kore.
Aet e oa war ar vicher paotr-al-lizhiri e kêr e vugaleaj war-lerc’h bezañ bet sammer e tier-post e Pariz. Skrivañ a ra ingal pennadoù liesseurt o danvez evit meur a gelaouenn vrezhonek, rentaoù-kont beajoù pell en o zouesk.
Embannadur : Here 2022 Golo gwevn 62 bajenn - Mentoù : 11 x 18 cm - Pouez : 65 g. Embanner : Mouladurioù Hor Yezh ISBN : 978-2-86863-206-7
|
7.00 € TTC Er stok |
|