|
Levr e brezhoneg Rummad : Barzhonegoù
Skrivagner : Roperzh ar Mason Tresadennoù gant : Xavier de Langlais
Un dastumad barzhonegoù skrivet etre 1931 ha 1939.
« Ha nend omp-ni èl ar mor, plaen é vonet hag é tonet ? Gwezh get hon eneañ didrouz ha klouar, luc'hus dindan sell Doue, èl ar mor dindan gouloù an heol ; ha gwezh burutellet, treboulet get hor c'hoantoù hag hor plegoù fall, èl ar mor dindan an taoladoù gwallamzer ?
Adal tristidigezh Tre a zo, beta levenez Gourlanv, e kan Roperzh ar Mason ar pezh en deus kavet a vraventez er bed, er vuhez pemdeziek, en e diegezh, en e vicher ofisour a vor. Hag e-barzh ar c'han-se, gwezh e sour anken an Dichal àr levenez ar Chal ;
gwezh ema an eskemm a welomp, met dalbezh e spurmanter ar goanag, èl un tour-tan o splanniñ e-kreiz an teñvalded.
Anken ! Joa ! An hevelep mammenn o deus, an eil hag egile, kuzhet dindan daou zisko kempouez : paourentez an traoù krouet dirak splannder Doue, ha splannder Doue a-dreist paourentez an traoù !
Hani ne vo souezhet enta mar da klemm kristen oberour Chal ha Dichal da gavet, hep distag erbet, levenezioù an Alleluia. »
Loeiz Herrieu
Embannadur : Meurzh 2021 Skeudennet e liv - Golo gwevn 102 bajenn - Mentoù : 14,5 x 22,5 cm - Pouez : 220 g. Embanner : Mouladurioù Hor Yezh ISBN : 978-2-86863-197-8
|
15.00 € TTC Er stok |
|