|
Levr e brezhoneg Rummad : Romant Dastumad Hon hendadoù
Skrivagner : Italo Calvino Troet gant : Serj Richard
Setu amañ levrenn ziwezhañ « Hon Hendadoù » (I Nostri antenati), trilogiezh Italo Calvino. ur romant-marc'hegiezh eo hennezh, ma?z eo dezrevellet taolioù-kaer kadourien arme Karl Veur.
Krog eo an impalaer da vezañ un tammig kabac'h, ha lod eus marc'heien e arme n?int nemet brabañserien. Gwellañ marc'heg an arme frank eo Agilulf. Hogos peurvat eo : stourm a ra evit ar Feiz santel, heuliañ a ra aketus reolennoù ar Varc'hegouriezh, difenn a ra vertuz ar Vaouez hag e houarnwisk a chom gwennkann bepred.
Hogen mankout a ra un dra bouezus dezhañ : n'eus ket anezhañ ! Ken goullo all eo penn e skoedour Gourdoulou, hag a gred dezhañ eo-eñ kement tra en em gav war e hent.
Hag iskis ivez tudennoù all ar romant. Daoust d?an ton fentus, buhezek ha goapaus ma vez kontet avañturioù pikaresk an tudennoù, daoust ha ne vefe pal ar re-se klask respont d?ar goulenn : Petra eo « bezañ » ?
Embannadur : Du 2020 Golo gwevn 194 pajenn - Mentoù : 11 x 18 cm - Pouez : 170 g. Embanner : Mouladurioù Hor Yezh ISBN : 978-2-86863-199-2
|
11.00 € TTC Er stok |
|