|
Levr e brezhoneg Rummad : Danevell(où)
Skrivagner : Prosper Mérimée Troet gant : Thomas Loyer
"He fenn, bihan evel hini an darn vrasañ eus an delwennoù gresian, a oa damstouet war an tu araok. Hag evit a sell ouzh he dremm n?hallin biken deskrivañ he neuz iskis na oa heñvel ouzh delwenn ebet eus an Henamzer, da?m soñj.
Ne oa ket eus ar gened sioul ha strikt-se roet gant ar gizellerien c'hresian a lakae seul taol an holl linennoù da vezañ meurdezus dre an difiñv ma vezent. Amañ avat e verzen gant souezh mennozh an arzour, anezhañ diskouez ar gwidre peuzheñvel ouzh an drougiezh."
Prosper Mérimée (1803-1871), skrivagner gall anavezet evit e zanevelloù berr, a oa enseller meur ar monumantoù istorel, ar pezh a roas tro dezhañ da veajiñ kalzik dre ar Frañs a-bezh. E Gwreg-arem Illa e teu a-benn da silañ douetañs etre poell ha faltazi e spered al lenner. Bez? eo an danevell-mañ un oberenn voliac'hel eus an dibab.
Embannadur : Here 2020 Golo gwevn 60 pajenn - Mentoù : 11 x 18 cm - Pouez : 65 g. Embanner : Mouladurioù Hor Yezh ISBN : 978-2-86863-195-4
|
7.00 € TTC Er stok |
|