|
Levr e brezhoneg Rummad : Romant
Skrivagner : Yeun ar Gow
"Danevell varzhus ar Vretoned", setu istitl levr Yeun ar Gow, a bled gant istor kevrinus Kêr-Iz. N'eo ket ur romant istorel eta. A-hed al levr e vever en ur bed bet adkrouet gant ar skrivagner, hini donedigezh ar Vretoned en Arvorig, ambrouget gant o sent, a zeu da vezañ diazezourien ar gristenelezh e Breizh.
Kontañ a ra an aozer buhez diroll Iziz en o c'hêr gronnet gant mogerioù tev a zifenn anezho ouzh an tonnoù mor, hag a-benn ar fin al liñvadenn vras a gas ar gêr villiget da gousket e donderioù mor glas Douarnenez. Hep mar, ha gant gwir abeg, eo istor Kêr-Iz unan eus brudetañ mojennoù Europa.
Embannadur : Gwengolo 2020 Golo gwevn 242 bajenn - Mentoù : 14,8 x 21 cm - Pouez : 330 g. Embanner : Mouladurioù Hor Yezh ISBN : 978-2-86863-196-1
|
12.00 € TTC Er stok |
|