|
Levr brezhoneg-galleg Rummad : Barzhonegoù
Skrivagner : Alain Durel
Goude Kan an enez c'hlas e kinnig deomp Alain Durel un dastumad nevez haiku divyezhek, Kan ar Mor-Bihan. Pe e vefe war inizi ar pleg-mor pe e chapelioù kozh dilezet, er festoù-noz pe er pardonioù, e sioulder tarzh-an-deiz pe el liorzhoù en o bleuñv,
e klask ar skrivagner taolenniñ, gant un nebeud gerioù, e skiant-prenet eus ar beurbadelezh en ur serr-lagad. An distro d?an traoù simpl eo e varzhoniezh, d?ul lavar ordinal ha da gig ar bed, ur varzhoniezh kouerien Breizh, uvel ha didro,
enni elevez ha fent mesk-ha-mesk, ur varzhoniezh treuzet gant kevrin ar vuhez, o souezhiñ dirak kaerder an traoù simplañ.
Gant ar poltredoù kemeret gant ar skrivagner ez eo Kan ar Mor-Bihan ur gwir blijadur evit an dud e karantez gant ar varzhoniezh ha gant Breizh.
Embannadur : Here 2018 Skeudennet e gwenn ha du - Golo gwevn 78 pajenn - Mentoù : 14,5 x 20,5 cm - Pouez : 165 g. Embanner : Mouladurioù Hor Yezh ISBN : 978-2-86863-188-6
|
10.00 € TTC Er stok |
|