|
Levr e brezhoneg Rummad : Relijion
Skrivagnerien : Ingrid Audoire, Jean-Marie Seiget
En islam n'eus na kloer na reizhkredenn wirion. Krouet eo bet a-ziwar un emsav denelour o ren ur stourm evit dieubidigezh ur bobl. Met tamm-ha-tamm eo en em droet an islam hengounel war-zu ul liderezh sonnet, ur speredelezh skoanet hag un divez a sujidigezh.
Padal, abaoe kantvedoù, en arlez an islam hengounel, e kendalc'h kevrinourien nadel soufi ha prederourien boellel da adsevel ur speredelezh diazezet war an denelouriezh, an doujañs da liesseurted ar bed hag ar youl d?en em zieubiñ diouzh an direizhder.
Kinnig a ra an emsav-mañ adsperedelaat an islam en ur adkavout e bennaennoù orin tennet eus ar C'horan.
En ur lakaat naderezh ha poell d?en em gavout a-unan e ro al levr-mañ ur sellad nevez war anien wirion an islam.
Ingrid Audoire zo un Naonedadez entanet gant speredelezhioù ha sevenadurioù islamek ar Reter.
Jean-Marie Seiget zo anv-pluenn ur skiantour (Skol-veur Naoned) war e leve, deuet da vezañ muzulman abaoe meur a zekvloaz.
Embannadur : Here 2018 Golo gwevn 170 pajenn - Mentoù : 11 x 18 cm - Pouez : 155 g. Embanner : Mouladurioù Hor Yezh ISBN : 978-2-86863-187-9
|
10.00 € TTC Er stok |
|