|
Levr e brezhoneg Rummad : Buhezskrid, eñvorennoù
Skrivagner : Primo Levi Troet gant : Serj Richard
Ganet e voe Primo Levi d?an 31 a viz Gouere 1919 e Torino ha d?an 11 a viz Ebrel 1987 ez eas d?an Anaon, e Torino ivez, kêr vras hanternoz Italia. Unan eus brudetañ dreistbeverien ar Shoah eo bet.
Yuzev italian anezhañ, kimiour dre e vicher, da skrivagner ez eas a-benn diskouez, treuzkas ha displegañ e skiant bet prenet e kamp peurlazhañ Auschwitz, ma voe toullbac'het e Monowitz e-kerzh ar bloavezh 1944.
Dizispleg e chom e varv. Lod a lavar ez eo ur gwallzarvoud al lamm en deus graet en e skalieroù, lod all a soñj dezho eo en em lazhet.
Skrivet en deus Primo Levi « Hag un den ez eus anezhañ » (Se questo è un uomo) gant ar soñj e oa liammet dreistbevañ ha testeniañ.
War e veno e oa bet rakjedet gant obererien ar Shoah, ouzhpenn klask enulliñ ur bobl en he fezh, ez afe an torfed e poull an dinac'h hag an ankounac'h, ur wech echu ar brezel.
En un danevell skrijus, fromus, terrupl, savet diwar vall, e ro deomp da anavezout buhez pemdeziek kamp Auschwitz ha stourm ar brizonidi evit talañ ouzh ar spont n'en deus anv ebet dezhañ. Dezrevellañ a ra, dre fedoù ha munudoù en tu all d?an dic'houzañvus, petra eo bet dizenekaat an eneoù hag ar c'horfoù.
Embannadur : Here 2015 Golo gwevn 244 fajenn - Mentoù : 14,5 x 20,5 cm - Pouez : 325 g. Embanner : Mouladurioù Hor Yezh ISBN : 978-2-86863-174-9
|
13.00 € TTC Er stok |
|