|
Levr e brezhoneg Rummad : Romant
Skrivagner : Gabriel García Márquez Troet gant : Aleksandr ar Gall
Eil romant ar skrivagner brudet eus Kolombia eo al levr-mañ, hag e oberenn wellañ gouez da dud ?zo, evel Mario Benedetti, pe Gabriel García Márquez e-unan.
Emeur e 1956, en ur gêriadenn war an aod e Kolombia. Bep Gwener ez a ur c'horonal kozh disoudardet d?ar porzh, da c'hortoz keloù eus ul leve en devoa goulennet abalamour d?ar servijoù en devoa roet er brezel diabarzh. Padal ne zeu lizher ebet digant ar gouarnamant, hag e chom nebeut a beadra gant an tiegezh.
Direizhded, feulster ha digenvez, met dreist-holl hiraezh ha hirder an amzer a dremen, setu dodennoù al levr.
Savet eo ar skrid en un doare eeun ha diginkl, kontrol d?an doareoù barok a c'heller kavout e oberennoù all ar skrivagner.
Gabriel García Márquez (1927-2014), enoret gant Priz Nobel al lennegezh e 1982, zo unan eus ar skrivagnerien spagnolek vrudetañ, hag ul lec'h a-bouez en deus e lennegezh ar bed a-bezh. Unan eus pennoù luskad ar « realouriezh hudek » e oa.
Embannadur : Here 2017 Golo gwevn 96 pajenn - Mentoù : 11 x 18 cm - Pouez : 95 g. Embanner : Mouladurioù Hor Yezh ISBN : 978-2-86863-182-4
|
9.00 € TTC Er stok |
|