|
Levr e brezhoneg Rummad : Istor, glad
Kant vloaz 'zo, da goulz Pask 1916, en em savas un dornad Iwerzhoniz a-enep gwaskerezh ar Saozon. Ma ne voent ket heuliet gant al lodenn vrasañ eus ar boblañs en Iwerzhon e talvezas avat an darvoud da zigeriñ hent an dizalc'hiezh evit hor breudeur tramor. Hag un heklev a voe diouzhtu e broioù all, Breizh en o zouez.
Gant al levr-mañ e venner reiñ ton d'an emsavadeg, d'ur c'houlz ma klask tud 'zo, betek en Iwerzhon, diskouez he dije gallet an enezenn bezañ dizalc'h hep feulster.
Ken heñvel e c'hell bezañ Iwerzhon ouzh hor bro ma 'z eo bet kemeret da skouer alies. Kinnig a reomp d'al lennerien tostaat ouzh gwirionez Emsavadeg Pask dre ar brezhoneg, gant meur a savboent breizhat, hag ober anaoudegezh gant ul lodenn eus mennadoù an emsavidi.
Embannadur : Mae 2006 Golo gwevn 184 fajenn - Mentoù : 14,5 x 20,5 cm - Pouez : 250 g. Embanner : Mouladurioù Hor Yezh ISBN : 978-2-86863-176-3
|
13.00 € TTC Er stok |
|