|
Levr e brezhoneg Rummad : Danevell(où)
Skrivagner : Luigi Pirandello
12 danevell gant Pirandello.
Brudet eo Pirandello (1867?1936) dreist-holl evit e bezhioù-c'hoari, nebeutoc'h evit e zanevelloù, hag int puilh koulskoude.
?Bep Sul vintin on boas da zegemer tudennoù ma danevelloù... Hag alies e c'hoarvez ganin en em gavout e kompagnunezh fall,? setu ar pezh a anzav Pirandello e-unan.
Piv eo neuze tudennoù an 247 danevell en deus skrivet diwar an 365 a oa gantañ ouzh ar stern, unan evit pep devezh eus ar bloaz ? Dreist-holl tud o tont eus Kaos, kêriadenn c'henidik ar skrivagner, e kreisteiz Sisilia : micherourien ar mengleuzioù soufr, tudjentil war an diskar, maouezed gwasket gant ar relijion hag ar brizhkredennoù ;
met ivez tud eus Roma, pe Sisilianed harluet er Stadoù-Unanet.
An avanturioù farsus pe poanius bevet gant pep hini anezho a ziskouez mat tonkadur mab-den ; tudennoù liesseurt o fersonelezhioù int, tud hag a oar ober goap ouzh ar vuhez, gouzañv ar boan, ar follentez hag an digenvez ha chom bamet dirak kened ar bed.
Embannadur : Gouere 2014 Golo gwevn 136 pajenn - Mentoù : 14,5 x 20,5 cm - Pouez : 190 g. Embanner : Mouladurioù Hor Yezh ISBN : 978-2-86863-170-1
|
9.00 € TTC Er stok |
|