|
Levr e brezhoneg
Skrivagner : John Steinbeck Troet gant : Kristian Braz
Foeterien-hent, devezhourien o vont war-lerc'h o boued a ranch da ranch e Kalifornia ar bloavezhioù 1930 eo George ha Lennie. Bihan ha lemm e spered eo an eil, ramzel ha « ganet ?fin ar sizhun » egile.
Evel kalz tud evelto emañ e korn o fenn hunvre ur feurm vihan a c'hellfent bevañ didrabas warni. Niverus avat ar skoilhoù war hent ar baradozig-se. Daoust ha dont a raio o hunvre vrav da wir ?
E pennober milvrudet John Steinbeck « Of Mice and Men », kreñv ha rust e yezh evel buhez kalet an dud a zo ennañ, e vo heuliet planedenn griz hon daou haroz hag hini an tudennoù all, Slim, Candy, Crooks, Curly ar fallakr hag e wreg re goant.
Embannadur : Here 2013 Golo gwevn 148 pajenn - Mentoù : 11 x 18 cm - Pouez : 135 g. Embanner : Mouladurioù Hor Yezh ISBN : 987-2-86863-167-1
|
9.00 € TTC Er stok |
|