|
Levr divyezhek brezhoneg & galleg
Troet gant : Langleiz
Anavezet-mat eo Langleiz evel romantour, barzh, liver hag engraver.
Dizoloet e vo amañ un arvez all eus e bersonelezh : kronikour e oa ivez, gouest da skrivañ war ar prim diwar-benn danvezioù a bep seurt, bepred en ur brezhoneg flour, liv ar gwenedeg warnañ, ha leun a fent d?an aliesañ. Un druez eo n'en dije ket skrivet muioc'h, sammet ma oa gant e oberenn livet hag e labour kelenner war an Arzoù-Kaer.
Ar pennadoù dastumet el levr-mañ ? an holl re bet skrivet gant Langleiz ? a roio d?al lennerien un alberz eus ar vuhez pemdeziek hag eus ar stourm evit hor yezh e-pad an eil Brezel-Bed. Lod anezho a lakaio al lenner, ouzhpenn, da brederiañ war stad an traoù en hon amzer-ni.
Levr divyezhek (brezhonek gant un droidigezh e galleg da-heul).
Embannadur : Here 2013 Golo gwevn 340 pajenn - Mentoù : 14,5 x 20,5 cm - Pouez : 445 g. Embanner : Mouladurioù Hor Yezh ISBN : 987-2-86863-169-5
|
18.00 € TTC Er stok |
|