(Skeudenn ebet)
|
Levr e brezhoneg
Skrivagner : Fañch Kerrain
?...ar gudenn n'eo ket gouzout hag-eñ ez eus eus Doue, hogen eus peseurt Doue ez eus anv. An dalc'h eo gouzout penaos e zoareañ. Hag ez eo an Natur?, an Hollved, an Danvez, pe neuze hag ez eo ur Bersonenn, ur Spered?? Ma tegemerer ar vartezeadenn gentañ, hon eus c'hoazh d?ober gant an Tralen, gant « l?Absolu », evel ma lavar ar galleg a-ziwar al latin absolutus, eleze pezh a zo dizalc'h, distag, dreistampleg. An Natur?, an Hollved, an Danvez ne c'houlakaont amplegad ebet, daveadur ebet. Aroueziñ a reont an hollad eus kement a zo pe a c'hoarvez, kenkoulz cosmos ar stoikianed, to pan Epikouros, summa summarum Lucretius ha Natura Spinoza.
Padal, an Tralen-se n'eus dezhañ na soñjerezh nag emskiant na youl.?
Sed amañ an eil eus ur rummad testennoù berr a-walc'h o tennañ da gudennoù a brederouriezh, goude Prederouriezh pe Philo-Sophia. Savet eo bet ar skrid gant Fañch Kerrain hag an notennoù gant Yann Talbot.
Graet eo bet al levrioùigoù-mañ da gentañ evit al liseidi a zesk ar brederouriezh dre ar brezhoneg met soñjet ez eus bet ivez e kement hini en defe c'hoant da astenn e varregezh war ar brederouriezh hag ar c'heriaoueg.
Embannadur : Mae 2013 136 pajenn - Mentoù : 11 x 18 cm - Pouez : 130 g. Embanner : Mouladurioù Hor Yezh ISBN : 987-2-86863-166-4
|
10.00 € TTC Er stok |
|