|
Levr e brezhoneg
Skrivagner : Maxime Chattam Troet gant : Olivier Le Biguet
East Harlem, 18 a viz Du, 8:28.
Aze emañ holl liseidi Village Academy. Un toullad munutennoù c'hoazh a-raok ar c'hentelioù. En o zouez, ur c'hrennard, ur sac'h-kein digor e-harz e dreid.
Goustad e sav hemañ un arm war-du e gamaladed hag e kloz ar c'hargerioù en e c'hodelloù. Poent eo kregiñ gant al lazhadeg...
Buan ec'h erru an enseller Lamar Gallineo war al lec'h. Kavout a ra korf ar muntrer : en em lazhet eo. Trumm e vo kresk d?an afer.
Rak lazhadegoù all a c'hoarvez e liseoù all. Bewech, an hevelep doare. Digomprenus. Eus liseoù New York betek ribouloù ar metro, e klasko Lamar reiñ un termen d?ar c'hleñved-red-se.
Arabat krediñ ar pezh a weler avat. Morse.
Embannadur : Gwengolo 2012 Golo gwevn 106 pajenn - Mentoù : 11 x 18 cm - Pouez : 130 g. Embanner : Mouladurioù Hor Yezh ISBN : 987-2-86863-163-3
|
8.00 € TTC Er stok |
|