|
Levr e brezhoneg
Skrivagner : Youenn Coic
Ereg a gare ar vro-se. D'e soñj e kare anezhi gwelloc'h ha kreñvoc'h eget an dud bet ganet enni. Eñ, ne oa ket genidik eus ar vro. Deuet e oa eus un tu bennak all. Ne oa ket bet diaes dezhañ feurmiñ un atant digant Pennkaol. Ar maezioù a oa troet da zidudañ. Abaoe ur pennad ez ae kuit ar baotred, dreist-holl ar re yaouankañ. Ne 'z ae ket mat an traoù. Tiegezh Pennkaol a yae da fall ivez. E dad a oa bet un aotrou pinvidik ha galloudus: politikerezh en doa graet. E dad-kozh a oa bet ur wech betek Roma. Pennkaol a yae war ziskar, a c'hellfed lavarout.
Dediet e oa bet al levr-mañ "d'ar gen Emsav ha d'an holl strolladoù a emsaverien", e Bro Vigoudenn hag e lec'h all, hiziv ha warc'hoazh, graet Bagaudoù anezho gant Youenn Cóic.
"Les Ploucs" a zo ul levr sebezus anezhañ, bet skrivet e penn kentañ ar bloavezhioù dek ha tri-ugent gant un istorour e spered leun a yaouankiz hag a frankiz, da zizoleiñ en-dro e brezhoneg.
Embannadur : Mae 2010 Golo gwevn 172 pajenn - Mentoù : 14,8 x 21 cm - Pouez : 400 g. Embanner : Mouladurioù Hor Yezh ISBN : 978-2-86863-158-9
|
15.00 € TTC Er stok |
|