|
Levr e brezhoneg
Istor ha tresadennoù gant : Langleiz
Evit ar bloaz 2000, bet evidomp e-pad pell ur vojenn hag arouez an amzer-da-zont, hon eus soñjet e vije dedennus adembann, da geñver 25vet deiz-ha-bloaz marv Langleiz, e romant diarbennerezh ENEZ AR ROD. An embannadur kentañ, gant "Skrid ha Skeudenn", a zo bet distrujet gant bombezadegoù 1944 ; un darn vat eus levrioù an eil embannadur, gant "Ar Balp" e 1949, a zo bet distrujet gant ul louedenn. Kement-mañ evit displegañ perak ? pa soñjer pegen stag e oa Langleiz ouzh ar skridoù brezhonek ? n'en deus ket bet ar galon da stagañ gant un trede embannadur. E koun Langleiz ar skrivagner hon eus graet an embannadur-mañ ; ra roio tro d'ar vrezhonegerien da zizoleiñ pe da addizoleiñ an oberenn-mañ a faltazi n'eo aet war goshaat tamm ebet. Setu ar pezh a skrive Maodez Glandour diwar-benn Liliana, tudenn-bennañ an oberenn : "Garmiñ a ra al levr-mañ war-du ar sklerijenn wirion : setu e gaerder. Liliana eo ene Breizh, a glasker lazhañ war zigarez e ve ur follez. Liliana eo spered an den, a venner mougañ en anv ar mekanikerezh. Liliana eo hon ene penn-da-benn". Golo ha koadengravadurioù niverus diabarzh gant an oberour.
Embannadur : Here 2000 Golo gwevn 308 pajenn - Mentoù : 16 x 24 cm - Pouez : 755 g. Embanner : Mouladurioù Hor Yezh ISBN : 286863124X
|
21.50 € TTC Er stok |
|