|
Levr e brezhoneg
Skrivagner : Klerg
Pa oa person e Bulien ez embanne Klerg bep sizhun Koulmig ar Gindi, ul lodenn vras anezhi e brezhoneg. Un dibab hon eus graet, skridoù plaen ha pezhioù-c'hoari ; gant plijadur ha dudi e vint lennet : barzhoniezh a zo enno koulz ha mousfent ha preder ha karantez.
Klokaet eo bet al levr gant pennadoù talvoudus-tre, tennet eus Barr-Heol, en o zouez dreist-holl un dornad kaer anezho diwar-benn anvioù-lec'h ar vro. Laket eo anat enno gant Klerg e varregezh ken evel arguzenner, ken evel brezhoneger. Ur gentel a-zoare war al lec'hanvadurezh ha war ar skrivañ.
Embannadur : Kerzu 2006 Golo gwevn 170 pajenn - Mentoù : 14,8 x 21 cm - Pouez : 270 g. Embanner : Mouladurioù Hor Yezh ISBN : 2868631436
|
15.00 € TTC Er stok |
|