|
Levr e brezhoneg Rummad : Danevell(où)
Skrivagner : Mich Beyer
Ur plac'h oc'h en em gavout en un tren, hep gouzout ken da belec'h emañ o vont ; ur paotr o weladenniñ ur c'hastell, desachet a-greiz-holl gant ur riboul kuzh ; paotr-al-lizhiri o tiskoachañ korfoù tud eus an noblañs lazhet en un doare rukunus ha droch ; un den krignet gant an hiraezh d?un enezenn gevrinus :
holl dudennoù an danevelloù-mañ a wel islonk ar faltazi o tigeriñ e-kreiz ar gwirvoud, ha ton enkrezus ar gwallhunvre oc'h en em silañ en o buhez.
A-hed an eizh danevell en em gaver war ar vevenn etre daou ved : hini ar gwirvoud kement hag hini an hunvre, hini ar re vev hag hini an Anaon, hini ar poell hag hini an touell. C'hoari a ra ar skrivagnerez oc'h eilpennañ urzh an darvoudoù hag o lakaat al lenner da gantreal en ur milendall a-zoare.
Embannadur : Here 2021 Golo gwevn 94 pajenn - Mentoù : 12 x 19 cm - Pouez : 100 g. Embanner : An Alarc'h Embannadurioù ISBN : 978-2-38190-012-4
|
9.00 € TTC Er stok |
|